An AEP

Holl kerent ar skol a zo ezel eus ar Gevredigezh Deskadurezh Poblek (AEP). Gallout a reont kemer perzh e kuzul an AEP a zo organ divizout ar gevredigezh. Dilennet e vez hec'h izili e-pad an emvod meur a vez dalc'het ur wech ar bloaz. Bodet e vez ar c’huzul ur wech ar miz pe war-dro ha rannet e vez e 6 bodad:

  • Bodad an implijidi: Karget eo an AEP eus tuta, goproù ha mererezh an implijidi ha n'int ket kelenner.
  • Bodad Bod ha Boued: Merañ ar c’hantin hag an diwallerezh.
  • Bodad Treuzdougen: Dastum a ra an enskrivadurioù evit an treuzdougen, aozañ al linennoù ha merañ an arc’hantaouiñ anezho.
  • Bodad Teusteukañ: karget eo eus al labourioù bihan a zo d'ober er skol.
  • Bodad Kehentiñ: Merañ a ra boest-post an AEP ha kehentiñ ar skol, e kenlabour gant ar Skoazell hag ar skipailh pedagogel. Ober a ra ivezal liamm gant ar rouedad Diwan.
  • Bodad Teñzorerezh: karget eo da verañ kontoù an AEP ha da baeañ ar fakturennoù.

Mont e darempred gant an AEP: aep.lesneven@diwan.bzh.

Ezhomm ez eus tud nevez en AEP !

Splann deoc'h eo liesseurt ha niverus roll an AEP. Evit ma ne vefe ket pouner al labour evit un nebeut re, hag evit ma c'hallfe tud ar CM mont kuit, e klaskomp tud a-youl vat nevez. Deiziadoù an emvodoù ha roll ar postoù da bourvezañ a vo kaset deoc'h dre bostel ha/pe dre sac'h skol.