Diwan Breizh
Digoust, laik ha digor d’an holl eo ar c’helenn kinniget gant Diwan. Abaoe 1977 e kinnig hor skolioù ur c’helenn dre soubidigezh, a gas ar skolidi da vestroniañ ar brezhoneg hag ar galleg penn-da-benn, dre gomz ha dre skrid. Dindan kevrat eo ar skolioù gant an Deskadurezh-Stad : sammañ a ra ar Stad goproù ar gelennerien neuze. Heuliañ a ra ar gelennerien-se ar programmoù ofisiel savet gant ar ministrerezh hag ensellet e vezont evel heñvelien an deskadurezh publik ha prevez.
Skolioù Diwan zo skolioù kevredigezhel ha meret e vezont a-youl vat gant ar familhoù e kevredigezhioù deskadurezh pobl.
Hor 47 skol kentañ derez zo e pemp departamant Breizh, hag ivez er 6 skolaj ha 2 lise. Ar rouedad Diwan a skoliata un tamm ouzhpenn 4000 skoliad, en o zouez war-dro div drederenn er c'hentañ derez hag un drederenne en eil derezh.
E 1977 e oa bet krouet ar skol Diwan kentañ e Breizh. E 2017 e oa ouzhpenn 4 300 skoliad er skolioù Diwan, eus ar skol-vamm d’ar vachelouriezh, ha kement-se e pemp departamant Breizh istorel.
Goulennoù boutin:
Petra eo an divyezegezh dre soubidigezh ?
Ar c’helenn dre soubidigezh a ro ur respont d’hor pal : lakaat un divyezhegezh abred en ur blegenn yezhel m’eo ar galleg, evit an darn Gant an implij eus ar brezhoneg hepken betek ar skol gentañ e klasker reizhañ an digempouez-se. Pennaenn ar soubidigezh n’eo ket kelenn ar yezh evel un dibenn hec’h-unan met implijout anezhañ liesseurt.
A-du on gant an divyezegezh, met perak e brezhoneg ?
Abalamour m’emañ ar brezhoneg e-barzh endro ar vugale. Ober gant div yezh bemdez a ro an tu da geñveriañ, da c’houlennata ha da gompren mat reolennoù sevel ur yezh. Un doare efedus-kenañ eo da brientiñ un trede yezh ha da c’houde ur pevare yezh er skolaj.
Ha diaes e vo ar galleg evit ma bugel ?
Ar priziadennoù broadel (CE2 ha 6vet) a ziskouez n’eo ket : gwelloc'h eo disoc’hoù skolidi ar skolioù Diwan e-keñver ar re hollek e Frañs, evit ar vakelouriezh da skouer.
N'omp ket brezhonegerien. Daoust ha gallout a raimp heuliañ skol hor bugel?
Diskouez a ra ar skiant-prenet e vez graet ya. En hor skol ez eus tud en degouezh-se, gallout a raint komz ganeoc’h. Kentelioù noz a vez kinniget d’ar gerent a fell dezho deskiñ brezhoneg. Evel-se e c’hallit diskouez d’ho pugel pegen emezelet oc’h gant ar skol Diwan.
Gouzout muioc'h.
Mont e darempred gant ar skol: skol.lesneven@diwan.bzh.
Lec'hienn Diwan Breizh.