Ar Skoazell

Evel an holl skolioù DIWAN, skol DIWAN Lesneven zo digoust, laik ha digor d’an holl. Karget eo ar Skoazell da zastum arc’hant evit mont en-dro ar skol (goproù, feurm, fakturennoù). Pal ar gevredigezh-se eo sikour diorren ha brudañ ar sevenadur hag ar brezhoneg e bro lesneven. Sikou a ra ivez ar Skoazell da arc’hantaouiñ ar raktresoù pedagogel.

Oberoù

Meur a abadenn (sevenadurioù, sportoù, oberoù kengred...) a vez a-hed ar bloaz. Gallout a rit kavout ar re nevesañ en deiziataer an abadennoù.

  • Fardañ ha gwerzhañ chug avaloù (e-pad an diskar amzer)
  • Gwerzhioù Sapins (1añ dibenn-sizhun miz Kerzu)
  • Gwerzhañ deiziadurioù Diwan
  • Oberiadenn Galetez ar Roueed (miz Genver)
  • Foar al Levrioù (derou miz C’hwevrer)
  • Obererezh Ferrailles (dor digor skol)
  • Foar ar Plant (Sul diwezhañ miz Meurzh)
  • Pred an atalier (derou miz Mae)
  • Raid Natur (fin miz Mezheven)
  • Festig Brennig (kreiz miz Mae)
  • An erer kozh (kreiz miz Gouere)
  • Fest-noz Kergounoc'h (dibenn sizhun diwezhañ miz Gouere)

Mont e darempred gant ar skoazell: skoazell.lesneven@gmail.com.

Kemer perzh

Ur gevredigezh dizalc’h diouzh hini Kerent ar skolidi eo ar Poellgor Skoazell. Neuze, na chomit ket diardoù d’en em gavout ganeomp (kerent, mignoned, ...) ha roit un tamm amzer da sikour ar skoazell assambles.

Emvodoù mont en-dro a vez aozet ingal gant ar c’huzul-merañ hag ar burev. Digor int d’an holl dud, hervez ho amzer hag ho dedenn evit un abadenn pe un all. Ur wech an amzer e labour Kevredigezh Skoazell e kenlabour gant kevredigezhioù a bep seurt evel ar FALSAB, TI AR VRO, h.a. Aozet e vez an emvod ordinal ur wech ar bloaz. A-hed ar bloaz hag evit ober berzh gant e oberoù a bep seurt e c’houlenn Skoazell digant kerent ar skolidi kemer perzh el labour a-youl vat. Un dra hollbouezus eo eta evit ma padfe ar skol e vefe kemeret perzh gant pep kerent un tammig d'an nebeutañ.