Hor skol
Evel an holl skolioù, Skol Diwan Lesneven zo ur skol-vamm hag ur skol kentañ derez dindan gevrat kevrediñ gant an Deskadurezh-Stad. En em vleuniañ a ra ar vugale gant ar soubidigezh e brezhoneg, oc'h ober bugale divyezhek anezho. Er mare-mañ ez eus 106 skoliad, dasparzhet e 5 klas : eus ar skol-vamm d’ar CM2. Emaomp war vord kreiz-kêr Lesneven, just e-kichen al levraoueg, sal sport Jean Caraes ha plasenn Hent an Itronioù.
Er skol Diwan Lesneven e vez bodet bugale eus 17 kumun all estreget Lesneven (Plounevez-Loc’hrist, Sant-Fregan, Gwiseni, Ploueskad ...). Kinniget e vez transportoù a-stroll evit degas ar skolidi d'ar skol ha kas anezho en dro diouzh an noz. Pevar devezh skol ez eus: d'al Lun, d'ar Meurzh, d'ar Yaou ha d'ar Gwener. Un diwallerezh a ra war dro ar vugale adalek 7e30 d'ar mintin ha betek 6e30 diouzh an noz.
Roll ar skol, ouzhpenn treuzkas ur ouiziegezh, zo ivez reiñ an tu da bep bugel da sevel e bersonelezh. Bezañ dieub a dalvez gouzout piv omp evit gallout anavezout ar re all. Un identelezh sevenadurel kreñv a ro merkoù. Dre-se ez eo un elfenn sokialadur, diazezet war an nerzh hag ar blijadur d’an eskemmoù. Hor skol a zo digor da bep familh, ha ket nemetken d'ar re a ra gant ar brezhoneg ar yezh implij : an holl, ne vern petra bennak e vefe e yezh hag e sevenadur, a c’hall lakaat e vugale e skol Diwan Lesneven.