Titourioù

Eurioù ar skol

Digor e vez ar skol da Lun, Meurzh, Yaou ha Gwener, eus 8:35 da 16:30.

Digor e vez an diwallerezh eus 7:30 da 8:35 diouzh ar mintin hag eus 16:40 da 18:30 diouzh an noz.

An holl vugale a zo amañ da 16:40 a vo kemeret e karg evit merenn. Evit kinnig ur pred sioul d'ar vugale, ne c'hallot ket dont da gerc'hat ho pugale en diwallerezh etre 16:40 ha 17:00.

Evit ar vugale na vez ket debret ganto er c'hantin: tu zo d'ar gerent dont da gerc'hat ar vugale ar skol-vamm da 11:45, ha kas anezho en dro evit ar prantad-kousk etre 13:20 ha 13:30. Evit bugale ar skol kentañ derez, tu zo dont da gerc'hat ar vugale etre 12:00 ha 12:10, ha kas anezho en dro etre 13:20 ha 13:30.

Dre m'eo prennet dor ar skol abalamour d'ar surentez e c'hallit seniñ pa vez mall.

Transportoù

Ur servij dastum-skol a vez aozet gant an AEP ha skoaziadennet gant ar Rannvro. En em enskrivañ a reer e miz Mezheven evit ar bloaz da zont. Evit ar bloavezh 2023/2024 e vo :

  • 231€ ar bloaz evit ar bugel kentañ,
  • 153€ ar bloaz evit an eil bugel,
  • 75€ ar bloaz evit an trede bugel.

Mont e darempred: diwanlesneventaksi@gmail.com.

Kantin

Servijet e vez ar predoù hent yen gant ar c'hevredad API ha dasparzhet e vezont e daou servij : 11:45 - 13:00 evit ar skolioù-mamm ha 12:15 - 13:20 evit ar c'hentañ derezh. Ur serviedenn daol (pe davañjer) a vo d’al Lun evit pep bugel, distro e vint d’ar sac'h skol d’ar Gwener evit bezañ gwalc’het. Ma ouezer en a-raok e vo ezvezant ho bugel e ranker kas Katia dre SMS, 5 devezh en a-raok. Ma vez klañv ho bugel, kasit un SMS araok 9e mintin da Katia.

Evit ar vugale na zebrent ket ingal er c’hantin eo ret en em enskrivañ dre SMS da Lun ar sizhun a-raok ar pred.

Priz ar c'hantin.

Klotañ a ra ar priz gant rannad ar familh (QF). Er prizioù emañ ar predoù pourchaset d'ar skol, hag ivez ul lodenn eus gopr an implijidi a labour war amzer ar c'hantinoù, ha frejoù a bep-seurt.

Evit ar skolioù kentañ derez hag ar skolioù-mamm ez eus ur priz izek evit ar QF < 400, hag ur priz uhelañ evit ar QF > 2000. Evit ar QF etre 400 ha 2000, lineell eo an araokadur:

  • Priz izek (QF Priz uc'hek (QF > 2000) : 5.3 € (priz skol-vamm) ha 5.5 € (priz kentañ-derezh).
  • Evit ar QF etre 400 ha 200:
    • Skol-vamm : priz = 2,8 + KFX2/1600,
    • Kentañ derez : priz = T=3+ QFx2/1600.

Mont e darempred e keñver paean ar c'hantin pe an diwallerezh: facturation.diwanlesneven@gmail.com.

Priz an diwallerezh.

Fakturennet e vez an diwallerezh (d’ar mintin ha d’an noz) da 0.50 € ar c’hardeur. Ur c’hardeur boulc’het zo dleet. Evit an diwallerezh-noz e vo ouzhpenn 0.54 € evit ar merenn. Kemer a reer anezhañ e deroù an amzer diwallerezh.

Priz bara: Bara a vez roet d'ar vugale e-pad ar c'hoarioù diouzh ar mintin. Fakturennet e vez 20 euro ar bloaz ha dre vugel skoliataet, e div fakturenn 10 euro e miz genver ha miz Even.

Mizoù Pedagogel.

Ar mizoù pedagogel a dalvez evit ul lodenn eus an dafar a vez prenet d'ar skolidi (kaieroù, livañ, luc'heilennoù...) hag ivez eus an traoù dreist-ordinal aozet e-pad ar bloaz (poull-neuial, bageal, c'hoariva, abadennoù a bep-seurt ...). Cheñch-dicheñch eo ar mizoù-se hervez ar c'hlasoù hag ar bloavezhioù. Evit a vloavezh 2023-2024 e vo:

  • Klas Marianne TPS/PS/MS : 90 €.
  • Klas Gaelle GS/CP: 90 €.
  • Klas Pauline/ Léna/ Fanch CE1: 100 € / CE2: 130 € .
  • Klas Hyacinthe CM1: 130 €.
  • Klas Pauline/ Léna/ Gwendal CM2 : 130€.